Huon Veur

Huon Veur, ganet war-dro 897 ha marvet e 956 e Dourdan, mab da Roperzh Iañ, roue ar Franked, a voe kont Pariz, markiz Neustria adalek 923, dug ar Franked adalek 936, ha kont Auxerre adalek 954. Tad e oa da Huon Capet.

E penn un domani bras ha galloudus e oa, ha pa varvas ar roue Raoul, e 936, e nac'has gwiskañ kurunenn ar rouantelezh gant aon da goll e c'hounidoù. Kendrec'hiñ a reas uhelidi all ar vro da vont da gerc'hat Loeiz, mab Charlez III, harluet e Bro-Saoz, ha dibab anezhañ evel roue.

E penn kentañ ren Loeiz IV en em glevas mat Huon Veur gant ar roue yaouank, met buan e trenkas ar soubenn hag enebiñ a reas outañ neuze betek e varv.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy